c'hoari video

Ar Steam Deck, enebour nevez ar Switch?

Ar Steam Deck a zo ul letrin c’hoari hezoug savet gant Valve ha deuet er-maez d’ar 25 a viz C’hwevrer 2022. Heñvel a-walc’h eo ouzh an Nintendo Switch, gant ur skramm e-kreiz hag an dornell a bep tu. En difoc’h d’ar switch klasel, hag evel ar switch lite ez eo staget an dornell ouzh ar… Continue reading Ar Steam Deck, enebour nevez ar Switch?

Uncategorized

Kronikenn Labous Web : an emoji

Un dreuzskrivadenn eus ar gronikenn-se eo ar pennad-mañ : http://www.radiokerne.bzh/br/labous-web-an-emoji/. N’on ket bet evit chom hep ouzhpennañ resisadurioù avat. E lizherennoù stouet e vo diskouezet ar pezh a zo bet ouzhpennet. Evel boaz e c’hallit leuskel al logodenn war ar gerioù islinennet evit kaout un displegadenn pe un droidigezh. Petra eo an emoji? Kaoz a… Continue reading Kronikenn Labous Web : an emoji

Uncategorized

10 tra a oa dianav din diwar-benn ma urzhiataer hag internet (a-raok bezañ dedennet gant an danvez…)

Un droidigezh eus ar pennad-mañ eo an destenn dindan: https://framablog.org/2016/11/23/10-trucs-que-jignorais-sur-internet-et-mon-ordi-avant-de-my-interesser/ Evit aesaat al lenn eo bet lakaet displegadenn ar gerioù luziet (pe an droidigezh pa oa re hir da zisplegañ). Gallout a rit leuskel ho logodenn war ar gerioù islinennet evit kaout an displegadenn. M’ho peus goulennoù war ar gerioù-se pe war reoù all e… Continue reading 10 tra a oa dianav din diwar-benn ma urzhiataer hag internet (a-raok bezañ dedennet gant an danvez…)

c'hoari video

Piv ‘n eus ezhomm eus distaolioù Steam pa vez an Humble Indie Bundle 7 ?

An Humble Indie Bundle a zo ur pakad c’hoarioù dizalc’h a vez kinniget bep an amzer e-pad div sizhun gant an embregerezh Wolfire. Pennaenn ar bundle a zo : c’hoarioù war an tri OS pennañ, hep DRM, hag ur priz choazet gant an implijer, a choaz ivez dasparzh an arc’hant etre diorroerien ar c’hoari, an… Continue reading Piv ‘n eus ezhomm eus distaolioù Steam pa vez an Humble Indie Bundle 7 ?

Urzhiataerezh

Clementine 1.1 : gwellañ lenner sonerezh er bed (bremañ e brezhoneg)

Kemennadenn : evit aesaat komprenidigezh an notenn gant lennerien n’int ket boaziet gant geriaoueg ar stlenneg em eus islinennet ar gerioù a c’helfe sevel ur gudenn. N’ho peus nemet da leuskel al logodenn war-c’horre evit gwelet an dalvoudegezh. (Bon, implijet em eus an teknik-mañ evit skrivañ koniri ivez peogwir ne oan ket evit chom hep… Continue reading Clementine 1.1 : gwellañ lenner sonerezh er bed (bremañ e brezhoneg)